Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/342

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332


Uguentvet Dialog.

————

Mogis a zifun, a laca dillat hermit, a bourmen
dre e gambr, hac a lavar ountâ e-unan :

Evit ar veach-màn ec’h allàn assuri
E rêy an Ampereur peoc’h gant va c’hendervi ;
Rac pa meus-àn rentet dêze da brisonnier,
Ha ne ve qet contant, e rànco en ober.
Hoguen poent ê, Mogis, e chenchfec’h a gundu,
Dilezel ar pec’het ha pratica ’r vertu,
Rac mervel a rànqer eur vech, ha renta cont
Dirac ar Barner just, ha neuze vo ar spont.
Pa zonjàn em speret peguement a grimou
Peguen lies a vuntr hac eus a valeuriou
Zo grêt balamour din en Rouantelez Franç,
E fraill va ene paour em c’hreiz gant ar grevanç ;
Rac o tenna venjanç eus a varo va zad,
Ne oun qet pet mil den o deus collet o goad ;
Hac ez on responsabl demeus a guementse.
Penos-ta credi mont hep spont dirac Doue ?
Adieu d’ar bed tromplus ha d’e oll vanite ;
Me ya er solitud da zervicha Doue,
Ha n’em bo da zêbri nemet griou louzou,
Ma rin güir binijen demeus va fec’hejou.
Adieu, va c’hendervi, Chevalierien vaillant ;
Pa n’am güelfoc’h pelloc’h e veoc’h regretant,
Joa ha glac’har a meus o rancout ho qüittât ;
Me ya d’un hermitach eun tu ebars er c’hoad ;
Mes qênt eguet qüittât, me a goe d’an daoulin
Da implori pardon digant hor Mestr divin.

Doue bras Abraham ! ô c’houi, Crouer ar bed,
Grit eur sell a drue diouzôn, mo ho ped :
En em zoumetti ràn da zouffr pep seurt poanniou,