Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/348

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338

Lavarit, penos ê êruet qement-màn ?

Charlamagn.

Casset voàn gant Mogis da gastel Montoban,
En esper e teujen d’ober peoc’h gant Renod ;
Hoguen en qementse en devoa eur zònj sot,
Rac me a renonçfe d’ar gurunen royal
Qent biqen ma rafen accord gant seurt tud fall.

Roland.

Ar vech-màn, va eont, e tleàn lavaret
Penos ez oc’h eun den pervers hac obstinet,
Pa na rit hoc’h accord gant bugale Emon.
Biscoas den ne velis eus a guercoulz calon
Evel ma ê Renod, gout a rit ervat se,
Hac en deus ho trêtet gant pep civilite.

Charlamagn.

Holla ! va Baronet, me ra ouzoc’h difen
N’ho po da gomz a ze davantach en c’hichen
Qen a vo distrujet Renod hac e vreudeur :
Ne vanqin qet en ze, en fe a Ampereur.
Distroit var ho qis pa guerfoc’h, Ecuier,
Ha lavarit d’ho mestr ez òn e zervicher.

An Ecuier.

Adieu dêc’h eta, Sir, ha dêc’h oll, Autrone ;
Gant ho permission me guemer va c’hònje.

An Ecuier a barti. Emon a êru, hac
en em bresant d’ar Roue.


Emon.

Salud dêc’h humblamant, va Ampereur puissant,
Me a zo deut d’ho caout expres dilijamant,
Da c’hout hac én a zo êchuet an debat
Oc’h eus pêvarzec vloas zo ouz va mibien mat.

Charlamagn.

Bet assur, Duc Emon, dirac an Tadou Franç,
M’en em glêm ac’hanoc’h demeus a neglijanç,
En defot n’oc’h eus qet dalc’het ho promesse
D’am zicour d’en em venj demeus ho pugale.