Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
339


Emon.

Gout a rit, Ampereur, ez ê eun dra chocant
Dont da accus eun den hac a zo innoçant.
Me voa n’em acqüittet eus va c’hommission ;
Gouscoude em blamec’h demeus a drahison ;
E clêvet qementse, gant rêson e fachis,
Hac ental va fried ractal en em dennis.

Charlamagn.

Ret ê dêc’h pardoni an amzer dremenet ;
Mes bremàn, Duc Emon, e ranqit hep caqet
Rêy din hoc’h asistanç da zont da zistruji
Ho castel Montoban hac ho mibien impi.
En em renta ’ rancont hep dale en effet,
Rac mancout a reont souden demeus a voued.
Rac-se ec’h ordrenan ma vint hep fot cernet,
Ha dre ar voyen-ze ma vint-ta ampechet,
En drouc dispit d’o dent, d’antren na sortia,
Ma varvint gant famin pe dont d’en em renta.

Emon.

Pell a zo e meus dêc’h promettet, va Roue,
Penos ne espernjen biqen va bugale ;
Ne bromettis netra na meus effectuet :
Rac-se calz a dud fur o deus va zamallet,
Ha lavaret penos e voan tad dinatur,
Dont da bersecuti va fêvar c’hrouadur ;
Mes pa meus grêt sermant ebars en ho presanç,
Me zalc’ho mad d’am c’homz, pa ve din dismeganç.

Charlamagn.

C’houi rànco, Duc Emon, exerç an anjinou :
Laqit enne mein bras da freza ’r vuraillou,
Evit, dre ’r voyen-ze, ma vo d’ho mibien ret
Donet d’en em renta pe vervel hep remed.

Emon.

O Doue ! Ampereur, possubl ve gouscoude
E rafec’h din dispen castel va bugale !