Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/351

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
341

Oc’h ampech ac’hanomp da receo nep bevanç :
Ret vo eta mervel gant famin ha crevanç !

Richard.

Ma carjac’h va c’hredi, hac an dra-ze zo sur,
N’hor bijemp qet bremàn eur seurt displijadur.
M’ho pije va lezet, m’em boa lamet ermès
Bremàn ar brezel-màn, o tistruja Charles.
Sellit peguement ê Charlamagn den ingrat,
Ha penos e rent demp an drouc evit ar vad !
Goude ’r bea trêtet gant peb civilite,
E clasc bremàn an tu da gavet hor bue.

Renod.

Me voar ervat, Richard, penos ez òn manqet ;
Ar c’heuz a zo varlerc’h : ar pez zo grêt, zo grêt.
Mar am be eur vech all avantaj var Charles,
Me en tou sur ervat n’en espernin james.

Clera.

Allas ! diveat oc’h da zont d’en em damal ; .
Mar doc’h bremàn manqet, bet furoc’h eur vech all.
Hoguen, me ho suppli, deut da zeliberi
En pe guis hor bo boued vit en em zoulaji.
Cetu ni gant famin qen terrubl dismantet,
M’hon eus poan seulamant o tonet da guerzet.
Darn sur a zo maro en defot caout eun tam :
Homàn-ê, va Doue, eur maro zo infam !
Evidòn-me ive, ha va innoçantet,
A rànco perissa, ma na vemp soulajet.
Mar hon eus bet goechall er bed prosperite,
E souffromp calz bremàn eus a adversite.

Emonet.

Penos, va zadic qèz ! possubl ve gouscoude
E rancfemp gant famin êchui hor bue !
Rac cetu ni var yun dija un de antier,
Ha goassoc’h, sivoas demp, n’hon eus qet a esper
Pe da goulz da guenta ec’h alfomp cavet boued,