Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
342

Da grénvât hor c’halon a zo fatig meurbet.

Renod.

Ranna ra va c’halon gant an dristidiguez,
En defot ne allàn sicour va famill guèz.

Alard.

Me vel ervat ez omp dalc’het tost ar vech-mâ :
Ret ê en em zicour bete ’n heur divea.
Rac-se, mar am c’hredit, e rêyomp eun toul dôn
Da entêri ar re zo maro gant an naon ;
Rac c’hoez an dud varo zo qer crén er c’hastel,
Zo capapl da laqat eun den yac’h da vervel.
Ha pa omp gouscoude dre valeur faminet,
E tlefemp divoada ha salla hon ronseet,
Ha debri anêze, p’hon eus necessite :
Ret ê en em zicour da asten hor bue.

Guichard.

Anfin, va breur Alard, evit ar veach-mâ
Ne allàn qet miret da zont d’oc’h admira ;
Pa voamp prest da goea oll en dizesperanç,
Oc’h eus hor c’honsolet certen dre ho prudanç.

Richard.

Me a approuv ive ar pez a leveret.
Sod omp mervel gant naon hac espern hon ronseet.
Gout a rit eur proverb pehini zo commun :
E ve poan oc’h ober da eur galon yac’h yun.
Me zo prest da guenta da zivoada va marc’h ;
Me zebro diountan leiz va c’hôf sur aoüalc’h.
Ret vo demp avichou digueri ar porziou,
Da attaqi Charles en e bavillonou ;
Contraign omp ar vech màn da vonet d’ar vataill,
Da c’hout ha ni allo attrap darn o betaill.

Renod.

Va breudeur jenerus, me ho trugareca ;
En creiz va oll glac’har c’houi ro din calz a joa
En em rezolvomp oll da laza hon ronseet,
Evit ma o debrfomp, rac me a vel ê ret.