Pa rentit da Renod an drouc evit ar vad. Charlamagn. a zaill gant furor var e gleze, hac a lavar : Silanç, va Baronet, mar dê me a gommand ! Nêm. N’en em dransportit qet, grit tevel ho coler Charlamagn. Alòn eta, Emon, qerc’hit an anjinou. Emon. Ia, Sir, pa rancàn senti ouz hoc’h urzou. Galeran. Me a yêlo ganéc’h hep ober tam marc’hat. Mont a reont da guerc’hat an anjinou hac Galeran. Cetu aman ta, Sir, qerc’het an anjinou : Charlamagn. Bremàn eta, Emon, laqit mein en anjin ; Emon. Pa ê ret din eta, me a ya da gommanç Galeran. Alòn-ta, commançomp dispen castel Renod ; |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/354
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344