Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/355

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
345

En em rento certen, en drouc despit deàn.

Commanç a reont da deli mein. Galeran a lavar :


Evit an tol qenta, ennes a zo êt mad ;
Mar qendalc’homp, e vo Montoban prest a blat ;
Rac me a glêo ar mein er c’hastel o coea ;
Sotis a ra Renod na deu d’en em renta.

Charlamagn.

Emon ha Galeran, m’ho ped, cuntinuet
Da deuleur mein bepret var an enemiet,
Ha ni deuy d’ho cavet hep arrêti nemeur,
Da c’hout hac én en em rent Renod hac e vreudeur.

Ar Roue hac e suit a zorti.


Galeran.

Tolomp var Montoban mein bras hac alies,
Hac e vimp mignonet d’an Impalaer Charles.

Emon.

Ia-da ; pa ê ret d’am mibien perissa,
Ne lêzomp davantach anê da languissa.

Lança reont mein var ar c’hastel
goassoc’h eguet biscoas.


————

Pempet-varnuguent Dialog.

Renod hac e Vreudeur a antre hac a lavar :

Recourit ho pue, mignonet, nep a ell,
Rac evit ar vech-màn e coe tour ar c’hastel.
Oh ! Roue Charlamagn ! calon dinaturet,
Maleur ebars an heur ma meus da espernet !
Rac goude da drêti gant peb humanite,
E res demp dre famin êchui hor bue.

Emon a gomz ouz Galeran.

Ne arz mui va c’halon ouz o fersecuti :
Ne glêvàn er c’hastel nemel forç, nemet cri ;
Aoüalc’h eus a zomaj o deus bet recevet :
Lêzomp-int eun nebeut en o faciantet.

Chom a reont eur pennad tranqil.
Renod zo beuzet en e zaerou.


Renod.

Sicourit ac’hanomp, me ho ped, va Doue !