Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/357

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347

Allas ! marc’h courajus, nec’h eus qet a affer
Da ober din gouela : êchui a ranqer.
Mes me a vel dour o tont e taoulagad...
Ne berissi qet c’hoas, m’er promet dit ervat.

Richard.

Ha possubl ve, Renod, n’ho pe mui a egard
En andret ho pried eguet demeus Boyard,,
Hac e lest da vervel pried ha bugale
Evit dont da lezel eur c’hos marc’h en bue !

Renod.

O pet paciantet, m’ho ped a galon vad ;
Me ya var guein Boyard evit cavet va zad,
Da bedi aneàn, evel e grouadur,
Da rêi demp c’hoas eun dra demeus a nouritur.

Clera.

It eta, va fried, ha ne zaleit qet,
Pe e vezimp maro abars ma tistrofet.

————

C’hoec’h-varnuguentvet Dialog.

Emon, ountàn e-unan :

O Doue, pes fortun ! pes chanç ! pes avantur
Zo êruet ganeoc’h, va fêvar c’hrouadur.
C’houi zo Chevalierien courajus ha dispar
A guement a gafet bremàn var an douar ;
Mes daouest d’ho couraj, e velàn gouscoude
E ranqit dre vizer êchui ho pue.

Da Renod, pehini a êru pignet var Boyard.


Piou out-te, Chevalier, a zo qercoulz montet ?

Renod.

Allas ! ho mab Renod, nep oc’h eus anjandret.

Emon.

Petra res-te amàn, d’ar c’houz-mâ eus an nôs ?

Renod.

Va zad, ne allomp qet gant ar famin repos ;