Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/358

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348

Rac-se ho suppliàn, balamour da Zoue,
Mar be ho madelez, da gaout ouzomp true.
Roit demp eun tam boued vit en em substanti :
Ar famin hon laz oll ; allas ! na allomp mui.

Emon.

Bet certen, va mab qèz, e varvàn gant chagrin,
P’ho cuelàn reduet d’ar c’hruella famin.
Gout a rit, couls ha me, e meus ho panisset :
Rêi dêc’h nep asistanç n’en dê qet permetet.
Mac’h oufe ar Roue penos oc’h espernfen,
E rafe hep dale trêc’hi din-me va fenn.

Renod.

Va zad, me ho suppli, ne zònjit qet en ze :
Ne zeus den er bed-màn a guement ho plamfe
Evit rêi asistanç d’ho pêvar crouadur
A arrach gant famin en defot nouritur.

Emon.

Renod, ne fell qet din bea parjur james :
Me zalc’ho ar sermant a meus grêt da Charles ;
Ne roin netra dêc’h, dre ma meus touet se :
Gouscoude, va mab qer, me rô dêc’h liberte
Da vont d’am pavillon, hac eno qemeret
Betaill, qig ha bara, qement hac a guerfet.

Renod.

Ah ! tad carantezus, c’houi rent ar vue din :
Me ho trugareca var bennou va daoulin.
Ne vouijach birviqen donet d’hon asista
En eur c’her bras ezom evel hon eus bremâ.
Me ya d’ho pavillon gant ho cònje, va zad.

Emon.

It eta hardimant ; m’er permet dêc’h ervat.

Renod a ya d’ar guêr gant e bourvision.
Emon a lavar da Oger :


Clêvit va niz Oger, me lavar dêc’h penos
Ne meus paciantet na ne allan repos :
Rannet ê va c’halon gant an displijadur,