Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/359

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349

Pa n’allan qet sicour va fêvar crouadur.
Lavaret e zeus din e varvont gant famin,
Allas ! hac an dra-ze a ra calz a boan din.
Rac-se imajinit, pa oc’h fur ha prudant,
Penos ec’h alfen-me rêy dê soulajamant.

Oger.

Va eont qer Emon, me a ve avis dêc’h,
P’oc’h eus calz a vevanç, da rêi dê hep tam nec’h.
Mar gra mui ar Roue dêc’h tenna varneze,
Me meus bremâ-zouden sònjet eur finesse :
Laqit qig ha bara ebars en anjinou
En plaç demeus a vein ; den n’er gouio, m’en tou,
Ha tennit varneze liessa ma elfet ;
Ebars er fêçon-ze e vint oll sustantet.

Emon.

Va niz prudant Oger, ho conseill a zo mat ;
Oblijet n’em gavàn sur d’ho trugarecat.
Mar lavar ar Roue ê contant diouzôn,
Grit offr, me ho suppli, da zicour ac’hanòn,
Ha ni a rêy moyen da renta peadra
Da asten o bue eur miz da viana.

Amàn ec’h êru ar Roue.


Charlamagn.

Harça ! ne velàn qet e ve nep mantion
E teu d’en em renta c’hoas ar mibien Emon.

Emon.

Ne qet abalamour ma int va bugale
Ec’h allàn lavarat amàn dêc’h, va Roue :
Qent ma en em rento hini eus va mibien,
E teuint da zêbri ar c’hig var o esqern,
Pa velont ac’hanoc’h, ô Sir, qen obstinet,
Evite da c’houlen pardon, n’o c’hlêvit qet.
En em resolvet int, me en assur amâ,
D’en em debri en beo qent dont d’en em renta.

Charlamagn.

Rac-se, Emon, pa ê ho mibien qen rebel,