Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26

Evit na vijemp qet en obligation
Da renta ho mab dêc’h en evelep fêçon !

Ar Roue, soutenet gant daou ecuier,
a dosta da zellet ouz corf e vab.


Ar Roue., ouz e gontempli, e galon mantret.

Allas ! va mab ena, va brassa esperanç !
Me zònje ho qüelet Roue ebars en Franç,
Hac ê va joayou oll troet bars en hirvoud.

Sevel a ra an tapis, hac o velet e vab
e losq eur griaden hac e lavar :


Mes e gorf paour a zo gouliet dre bartout !
Echu ê va boneur ; ne zeus qen a voyen
E rafen nep seurt joa er bed-mâ birviqen.
Rannet ê va c’halon, allas ! gant ar glac’har :
Me a garfe bea en calon an douar...
O bourreo execrapl ! ô tirant inhumen !
Penos ? ha possubl ve ne alfen-me biqen
Donet d’en em venji ac’hanout, den impi !
Pa zònjàn en da grim, òn prest da gonnari.

Richard a Normandi.

O Roue ! hor güir dad, apezit ho canvou,
Hac’ho pet esperanç en Crouer an ênvou,
A zo oll-galloudec’ha leun eus a buissanç,
Ha ne vurmurit qet enep e brovidanç.
Doue, ouz hon approu, hon afflij a vremàn,
Evit gouzout ha ni a zo fidel deàn ;
A deu da rêi d’an den, pa gar, adversite,
Pa blij gantàn ive, e ro prosperite.
Güir ê oc’h eus sujet da vea contristet,
Pa ê lazet ho mab gant ar superb Beuvet ;
Hoguen, pouvoar oc’h eus, a drugare Doue,
Da laqat en glac’har, qent eguet pêvar de,
An insolant Beuvet, e guæriou ha qestel :
Mar qerit, va Roue, ze ne bado qet pell.

Ar Roue.

A fe vad me ho ped, Autrou Comt Ganelon,
Dre ma zoc’h den credabl, evit pe seurt rêson