Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/360

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350

Laqit mein en anjin da ziscar ar c’hastel.

Oger.

Alòn eta, Emon, laqomp mein en anjin,
Pa ê qer sot Renod da c’horto e revin,
Ha me ho sicouro da ziscar Montoban ;
Ret vo sur en ober ar vech-mâ a velàn.
En em dennit-ta, Sir, ha c’houi oll, Baronet,
Rac mar chomit amàn, marteze ’ vec’h blesset.

Charlamagn.

Oger, ha c’houi, Emon, razit incontinant
Castel caer Montoban betec ar fondamant.

Emon.

Ia, Sir, ni zento ouz ho commandamant,
Hac a accomplisso assur ho santimant.

Ar Roue hac e dud a zorti ;
ne chom nemet Emon hac Oger.


Oger.

Ret ê demp, va eont, laqat prest en effet
Ar pez a voa ’r guentaou entreomp concluet.

Emon.

Leqeomp prontamant en anjinou bara,
M’en devo joa Renod pa deuyo d’en tànva,
Ha goude qementse ni a laqayo qig.

Oger.

M’oc’h entent, va eont, mes comzit goustadic.

Teli a reont boued er c’hastel gant an anjinou.


Emon.

Bremàn p’hon eus rentet d’an mibien peadra
Da veva eur pennad, ne chomomp qet amâ.

Charlamagn a antre gant e suit hac a lavar :

Ne velan qet e teu d’en em rêi din buan
Renod hac e vreudeur, ha castel Montoban.

Idelon.

Tromplet oc’h pen da ben, moc’h assur, va Roue,
Mar sònjit e ra droug Emon d’e vugale ;
Rac elec’h lacat mein ebars en anjinou
Da ziscar da Renod ouz traòn e vuraillou,
En deus laqet enne calz a guig ha bara,