Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/361

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
351

Peadra ar vech-màn d’en em rassazia.

Charlamagn.

Ra vin-me confontet, affronter ancien,
Mar dê güir qementse ma ne golli da benn.

Emon.

Ampereur Charlamagn, me bromet dêc’h ervat
N’en em excuzin qet eus ar pez zo grêt mat.
An dour zo naturel deàn dont da c'hlebia,
An erc’h da vea yen, hac an tân da domma :
Dre ze ec’h ententàn penos ê naturel
Da eun tad rêsonabl da zicour e vuguel.
An natur n’a ell qet birviqen fazia.
Rac-se me lavar dêc’h dirac ar Brincet-mâ :
Hac é ven dispennet en beo qig ha croc’hen,
Birviqen davantach ne ràn droug d’am mibien.

Charlamagn.

Den excumunuguet ! affronter ! cos traitour !
Peneverdout em boa venjet va adversour :
Hoguen, me en toue, mar dòn Roue en Franç,
Ma ne ràn dit mervel dre bep seurt violanç.

Nêm.

He bien, Sir, me lavar amàn dirac ho faç
Penos ne alfec’h qet cavet eur goal goll bras ;
Evit lezel Emon da vont bremàn d’ar guêr.
Credit ac’hanòn, Sir : ennes ê ho tever.
Sansibl ê da Emon, ha ze a zo meulab,
Anduri e varvfe gant naon e bêvar mab,
Ha cavout ar voyen da zicour anêze :
Na Doue na den fur n’er blammo evit se.

Charlamagn.

It, affronter Emon, da vit ho creg d’ar guær,
Ha lavarit-u dêi ez oc’h hep heritier ;
Rac me esper e vo Doue din favorab,
A rêy din en em venj demeus ho pêvar mab.

Emon.

Sir, pa gommandit din, me ya eus ho presanç.