Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/363

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
353

Ret vo en em renta d’ar Roue alafin.

Guichard.

Penos ? en em renta d’ar c’hruella Roue
A zo var ar bed-màn ! Birviqen ne ràn ze.

Clera, he bugale hac Alard a zempl.
Richard a souten ar Brinces.


Clera, cazi maro, a lavar :

Allas ! va fried qèz, mervel ràn var ar plaç.

An Daou Vugel, gant eur vouez fêbl :

Ha ni a ra ive... Hon nerz zo izel bras.

Renod.

Ho comzou zo sansibl ; n’allàn mui rezista :
Demp eta da guerc’hat Boyard da zivoada.

Mont a reont da gaout Boyard,
pehini a ra dê c’hoas jestou truezus.


Allas ! marc’h courajus, goude da zervich mad
E rancan ober dit bremàn scuilla da voad !
Doue voar ar glac’har a meus oc’h ober ze ;
Hoguen, contraignet omp da recour hor bue.

Mont a ra evit laza Boyard hac en em arét da
sellet ountàn : ar glac’har a ra deàn lavarat :


Birviqen sur n’em bo ar gouraj d’e laza :
C’hoas e vevo Boyard, ha pa greufen amâ.

Alard.

C’houi zo criorc’h, Renod, eguet eul leopard,
P’hon lezit da vervel evit espern Boyard.

Renod.

Harça, me meus sònjet eun dra hac a zo mad :
Ret vo goada Boyard ebars en e vorzad,
Ha laqat ar goad-se neuze da buredi,
Ha goude ec’h alfomp eta dont de zebri.

Clera.

Qementse a rêy demp eun tam soulajamant ;
Rac-se eta, goadit Boyard moderamant.

Amâ e voader Boyard.


Guichard.

Demp bremàn ta da gass ar goad da buredi :
Me garfe e ve poaz ; mall a meus da zebri.

Renod.

Dre brovidanç Doue, cetu demp ar vech-mâ,