Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/365

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
355

En defot n’hon eus fin demeus a Vontoban ;
Evit m’ê faminet ar pêvar mab Emon,
Me zônje pell a zo e voant maro gant naon ;
Hac evit qementse n’int qet en em rentet ;
Petra ’ lavarit-u, Princet ha Baronet ?

An Eil Chevalier.

Ampereur Charlamagn, certen oc’h assuràn
Penos ne zeus den beo en castel Montoban :
Pe int a zo êt qüit, pe int a zo maro,
Ne velàn den abet o vale var e dro.

Ar C’henta Chevalier.

Selaouit ac’hanòn, ô Sir ! mar plij ganêc’h,
Rac eur c’helou trist bras am eus da annonç dêc’h :
N’oc’h eus qet c’hoas a fin eus a vibien Emon,
Rac m’oc’h assur ervat ez int êt da Dordon.
Grêt o deus ar voyen da gavet eur c’havarn,
Ha neuze, qer subtil ha ma ve eul louarn,
Ez int en em dennet demeus a Vontoban ;
Cetu ar recompanç hon eus demeus hor poan.

Charlamagn.

Evit ar vech-mâ sur e peur-arrajàn crenn,
Pa glevàn n’en dòn qet mestr d’am adversourien.
Ne dalfe qet doueti, an dud fall louidic
A deu da c’hoari din eun dro diabolic,
Pa int êt qer subtil ermes a Vontoban.
Mes me a ya d’o c’hlasc partout dre ar bed-màn ;
Qerqent ma o c’havin me o assiejo
Qer tost, qen a rànqint dont da zouffr ar maro.
Demp oll eta, va zud, da glasc mibien Emon,
Da c’hout hac int a zo antreet en Dordon.

Nêm.

Ni a zento ouzoc’h, Sir, eus a greiz calon,
Hac a yêlo ganêc’h hep bea tam poeltron.

Partial a reont oll.