Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/372

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
362


Ar Secretour.

Roit din eur respont, mar be ho madelez,
Evit cass da Richard, rac an amzer a bress.

Charlamagn.

Lavarit da Richard demeus va fers, herot,
Penos ne ràn nep caz a c’hourdrouzou Renod :
Lavarit da Renod ive pareillamant,
Mar gra droug da Richard en devo nec’hamant.

Ar Secretour.

Pa ne meus respont vad, me ya em zro da vont ;
Sir, goab a ray Renod o clêvet ho respont.
Adieu dêc’h, Ampereur, Princet ha Baronet,
Doue d’ho conservo en peoc’h hac en yechet.

Charlamagn.

Demp d’en em brepari da ober eur zorti,
Da ellout delivra Richard a Normandi.

Sortial a reont.


————

Daou-ha-trêgontvet Dialog.

Renod hac e suit.

Richard a Normandi chadennet.

Richard.

Richard a Normandi, bremàn ni a velo
Hac ho mignon Charles bremàn ho sicouro ;
Rac mar gra peoc’h ganemp evit ho telivra,
Ec’h alfomp credi ferm ez oc’h caret gantâ.
Eru ar messajer da zigass demp respont.

D’ar Secretour pehini a antre :


Delivret vo Richard ? rentit rêson din pront.

Ar Secretour.

Ne allàn qet miret da zont da scuill daelou,
Pa deuàn da zònjal recita eur c’hêlou
A meus da annonç dêc’h, Richard a Normandi,
Deus abeurs Charlamagn, an den cruel ha cri.