Ha seul vui a reomp o tonet d’er pedi,
Da zont da zelivra Richard a Normandi,
Seul vui deus a valiç a laqa d’hon refus ;
Hor servich fidel-ni en rent re orgouillus.
Harça-ta, Olier, deut ganemp assambles,
Ma voefomp c’hoas ur vech ompinion Charles.
Charlamagn.
Possubl ve, Autrone, penos e vec’h qer sod
Sònjal e ve Richard distrujet gant Renod !
Olier.
Caer oc’h eus Charlamagn, clasq dont d’hon abusi,
Re hon eus an anter heuillet ho fantazi,
Ma carjemp-bea deut pell zo d’ho tilezel,
Ho pije gant Renod êchuet ar brezel ;
Mes evit ar vech-màn omp n’em rezolvet crenn
Da renonç d’ho servich assur da virviqen,
Pa ne zelivrit demp ebars en hon reqet
Richard a Normandi, unan hor mignonet.
Discarit, Autrone, ar pavillon a blat :
Coulz ê demp partia abret vel diveat,
Rac me gred e ranfe hor c’halon gant grevanç
Ma velfemp distruja Richard ouz eur potanç.
Oger.
Me ya da bartia ; deut an nep a garo :
Qeuz en devo Charles, pa vimp êt en hon tro.
Charlamagn.
Penos, va Baronet, hac ez oc’h qer lach-se
Evit qen dister tra da guittât ho Roue ?
Nêm.
Adieu dêc’h eta, Sir : pa oc’h qen obstinet,
Grit bremàn eus ho penn hac a dreus hac a het.
Charlamagn.
M’en toue dre va sceptr ha dre va oll bouvoar,
Aboue ma òn ganet ha deut var an douar,
N’em boa bet qement all demeus a nec’hamant