Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/378

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368

Evel a meus bremàn ebars en heur bresant,
Pa òn abandonet gant va brassa Princet,
O deus aon eus eun dra ha ne êruo qet.

Isakar.

Ententit, Ampereur, dija int êru pell ;
Ma roit o mennat, ez ê poent o guervel :
Dre ma int coleret, e poursuont o hent ;
Credit e valeont, ha nonpas evit fent.

Charlamagn.

Ah ! Roue Charlamagn, emàn ê ’r velconi,
Pa rêr din ober peoc’h en droug dispit d’am fri !
Bremàn òn contraignet, p’otramant cavet nec’h ;
Rac-se-ta, Galeran, me a ro conje dêc’h
Da vont varlerc’h Roland hac ar Prinç Olier,
Hac ive Salomon hac ar superb Oger ;
Ha lavarit dêze, mes hep nep tintamar,
On en em resolvet da ober o lavar :
E promettàn rin peoc’h gant bugale Emon,
Hac e meus qemeret ferm va resolution.

Galeran.

O devez eus a joa hac a rejouissanç !
E voamp o tepord se pempzec vla zo en Franç ;
Ne all den lavaret assur gant güirione
Pet den o deus siouas, bet collet o bue
Ebars er brezel-màn entre Renod ha c’houi :
Anfin, ne voa en Franç nemet poan ha sourci.
Hoguen, ar veach-màn, a drugare Doue,
Oc’h en em resolvet, demeus a bep coste
Da ober eun accord jeneral entreoc’h,
Da zilez an armou ha da ober ar peoc’h.
Me ya gant calz a joa da guemen da Roland
Ha d’ar Baronet oll distrei incontinant :
Pa glêvint ar sujet, e vint contant meurbet.
Adieu, Sir, mall a meus da vea êruet.