Evit effaç hoc’h oll bec’hejou tremenet.
Cetu aze ar pez ma consist hoc’h accord ;
Pa int disclêryet dêc’h, grit bremàn hoc’h effort.
Renod.
Va c’hender Olier, ne lavarit netra
N’en dòn, me oc’h assur, prest da accomplissa.
Petra ’ lavarit-u c’houi ive, va breudeur ?
E dri Vreur.
Afei ober eur vech peoc’h gant an Ampereur.
Renod.
Va c’hender Olier, lavarit d’ar Roue
Qemer paciantet, mar be e volonte ;
Bremâ-zouden vatan ez eomp hor pêvar
D’en em bresanti prest d’e Vajeste, hep mar.
Olier.
Me rêyo qementse gant joa dreist-ordinal :
Qen a vo ar c’henta, va c’hendervi leal.
Renod.
Mat eta, Olier, demp d’en em brepari ;
Hoguen cassit ganêc’h Richard a Normandi.
Olier.
Mat ec’h allit credi, Richard, dre assuranç,
Penos ez oc’h caret gant an Tadou a Franç ;
Rac peneverte sur ho liberation
Ne voa qet grêt peoc’h c’hoas gant bugale Emon.
Richard a Normandi.
Me voar ervat penos ne oufen qet james
Dont d’ho trugarecât demeus ho madelez,
Poc’h eus contribuet da rêi din liberte ;
Ni en em gavo oll, moyenant graç Doue.
Renod a boc da Richard a Normandi
hac a lavar deàn :
Duc nobl ha puissant, eus a greiz va c’halon
E c’houlennàn ouzoc’h excus mibien Emon ;
Rac m’hor boa menacet da gavet ho pue,
E voa evit clasq peoc’h eo e remp qementse.