Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/388

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
378

Pardonit ac’hanomp, m’ho ped a wir galon ;
Ni a accomplisso ar pez a zeziret.
Ceta amàn va marc’h Boyard en ho soùet.
Hac ive va breudeur prest clôs d’ho servichi ;
Considerit anê, va Roue, m’ho suppli,
Ha me en em brepar evit mont en beach
Bete Jerusalem, en güir pelerinach.

Charlamagn.

Assurit mat, Renod, pa ho consideràn,
Ne allàn qet miret d’oc’h admira bremàn,
Pa remercàn eun den a zo qer jenerus
Ha qen oboissant, qen humbl, qer gracius.

Renod.

Ia, me a garje, evit boneur va brô,
Em bije grêt ganêc’h ar peoc’h pemzec vla zo.

Richard.

Credit ferm, va Roue, nê qet gant aon razoc’h
Hon eus-ni deziret ober ganêc’h ar peoc’h ;
Hoguen Renod a zo touchet e gonsçianç,
Balamour d’ar muntrou a zo bet grêt en Franç
En em gav e-unan coupabl a zarn anê ;
Biscoas ne voemp crénvoc’h evel hirio an de.

Renod.

Va breuric qèz Richard, ne gomzit qen a ze
Me lavar dêc’h adieu humblamant, va Roue ;
Ho pet sònj em pried hac em innoçantet,
Hac ive em breudeur, ô Monarc redoutet !

Charlamagn.

Ia, m’em bo, Renod, n’ho pet qet a vorc’het.

Renod.

Adieu,Tadou a Franç, Princet ha Baronet.

An Tadou a Franç.

Adieu eta, Renod. gant calz eus a grevanç.

Renod.

Adieu oll mignonet ; adieu brô gaer a Franç.