Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/390

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



SEIZVET PROLOG.

————


Cetu amàn ar fin eus an Drajedien,
Qement a meus ellet scrifa gant va fluen ;
Mes evit qementse me a ve joaüs bras,
Ma elfen contanti ac’hanoc’h-u oll c’hoas.
Noc’h eus qet bet clêvet rapporti pen-da-ben
Ar vue generus eus ar Chevalierien,
Na petore finvez a deuas da gavet
Boyard, ar marc’h vaillant, pa voe en dour tolet.
Ha neuze gant Renod petra voe e veach
Varzu Jerusalem en e belerinach :
Dre ze e qemeran bremàn ar volonte
Da zont da gontanti ho curiosite.
Ha Renod ha Mogis n’em gavas assambles
En kær Constantinopl, en ti eun hostizes,
Hac ec’h ejont o daou bete Jerusalem,
Da adori Jesus, gant eur fe crén ha lem.
Ar C’homt Rams a deuas qerqent eno neuze,
Da bedi aneze gant peb humilite
Da receo e homach, da denna a brison
Ar Roue qer Thomas, prisonniet gant Mahom.
Ar generus Renod hac e guender Mogi
A deuas prest neuze o daou d’en em armi,
Hac ar Roue Thomas a brison a denjont,
Goude m’en d’oe Mahom rentet deàn e gont.
Ar Roue Thomas a ras calz a rejouissanç
Vit Renod ha Mogis ebars en assuranç :
Rêi a eure dêze neuze eur vatimant,
D’o chundui d’ar guêr, ha c’hoas meur a bresant.
Mont a rejont da Rom, ar guenta qær christen,
Hac e contjont d’ar Pab o bue pen-da-ben ;
P’o devoe côvessêt o fec’hejou eno,
E tistrojont en peoc’h evit retorn d’o brô.
Bras voe ar blijadur o devoe e vreuder
Ouz o güelet o daou oc’h êruout er guær ;
Mes d’ar rejouissanç e voe bêr an termen,
Rac Mogis a güittâs da ober pinijen.
Ha Renod n’em gavas neuze calz contristet,