Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/393

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
383


Roland.

Me zento, va eont, eus a greiz va c’halon ;
Me ya da laqat urz en execution.

Staga a reont ar men ouz qerc’hen Boyard,
hac er stlapont er rivier ; mes Boyard a fraill
ar men, a guerz en eur c’hourinal varzu forest
d’Arden, en pelec’h e sònjer e màn c’hoas.


Charlamagn.

Ah ! cos loen an diaoul ! e màn eus da zouguen ;
Birviqen er vrô-màn ne qüelimp eta qen !
Me zònjè e voan sur ac’hanout ar vech-màn,
Hac out achappet qüit !... En dizesper e zân.

Ar Baronet a c’hoarz dindan o fri.


Cuntunuomp hon hent evit mont da Baris,
Pa ê an diaoul marc’h discampet var e c’his.

————

Eilvet Dialog.

Renod e-unan, o vont da Jerusalem.

Cede me êruet en Contantinopl bremâ ;
Cede ’n hostaliri... Me ya da c’houl’ loja.

Sqêi a ra var an nôr.


De mad dêc’h, hostizes. Hac én a zo moyen
Da zêbri, da eva, ha da loja eun den
Pehini zo goal sqüiz gant an hent en deus grêt,
Hac a zouffr eus an naon coulz hac eus ar sec’het.

An Hostizes.

Ia sur, va mignon, bea meus peadra
Da rêi dêc’h da zebri, hac ive d’ho loja.
Antreït, me ho ped, en ty da zisqüiza,
Ma voalc’hin dêc’h ho treid evit dont d’o fresca.

Güelc’hi ra e dreid hac e continu.


Cetu amàn ar gampr en pini e cousqfet,
Rac er gampr all e zeus eur pelerin lojet,
Pehini zo fatic ha goal glàn bras meurbet :
Na ellàn laqat den er gambr ma ê cousqet.

Renod.

Gant ho permission, bremàn, va hostizes,