An Den Ancien.
Eleal, va mignon, an Admiral a Bers
A zo ar mestr en qær, hac e dalc’h dre e nerz ;
En deus e c’hemeret, allas ! dre drahison,
Me ya da gonta dêc’h en petore fêçon.
Antren a ras en qær hep ober nep tam brud,
Güisqet en pelerin, coulz evel e oll dud.
Pa voent ebars er guær. en em lacjont timat
Da brepari armou vit commanç ar gombat ;
Ma voe qemeret qær gante casi antier,
Va c’hredit, Autrone, hep lavarat guevier,
P’êru ’r Roue Thomas demeus an Armeni
Evit en em difen demeus an enemi :
O zrec’het oll en deus, a drugare Doue,
Mes esper en deus c’hoas da rêi ar chasse dê.
Renod.
Lavarit, me ho ped, ebars en bêr termen,
Hac én ’ deu alies d’attaq ar gristenien.
An Den Ancien.
Ia sur, Autrone, m’en lavar gant regret,
Calz int demeus a dud, mes n’o deus chef abet.
Renod.
Demp bremàn, va c’hender, da zevel eul lochen,
Evit ma reposimp, rac an amzer zo yen.
————
Pêvarvet Dialog.
Ar C’homt Jaffres, Baron Syrii, Renod, Mogis,
hac ar C’hont Rams, pehini a lavar :
Autrone, lavarit din-me, me ho suppli,
Dre ar fe dleet d’an Templ a deuit d’adori,
Piou oc’h, hac a belec’h, mar plij dêc’h lavaret,
Ha petra a ra dêc’h bea qen paour guisqet.
Renod.
Aotrou, me lavar dêc’h, hep caout nep tam eston ;