Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/402

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392

Me a gred mad bremàn, hep depord amzer vras,
E vo prest delivret ar Roue qer Thomas.

Ar C’homt Rams a zaill var e varc’h, hac a sco
eun Turq d’ar maro.


Ar C’homt Rams.

Scoit ferm, Baronet, rac ar Sarazinet
A ranc ar veach-màn bea oll distrujet.
Ra blijo gant Doue donet da gonservi
Ar Chevalier Renod hac e guender Mogi.

Renod ha Mogis a sco a dreus hac a hed, hac a
ra d’ar Sarazinet tec’hel varzu Jerusalem.
Mogis ha Renod o foursu.


An Admiral d’e dud :

Penos ta, canailles ! ha ne ouzoc’h-u qet
Ez ê me ho Roue ? hac e teut da redet
Aroc ar gristenien pere a zo amàn !
Pelec’h ma Magaris ? lavarit din bremàn.

Ar C’homt Jaffres.

O allas ! maro ê, ouz se bet assuret.

An Admiral.

Piou ê-ta an ini en deveus e lazet ?

Ar C’homt Jaffres.

Vaillanta Chevalier a guement zo er bed :
Lazet en deus ive calz eus ho soudardet.

An Admiral.

Me dou da Vahomet amàn sur var va fe,
Penos er massacrin, én hac e oll arme ;
Rac certen ec’h allàn assur en lavaret :
Biscoas ne meus grêt fors a Chevalier abet.

Renod.

Qemerit oll courach, me ho ped, Baronet,
Rac hirio e ràncont bea oll distrujet.

Renod ha Mogis a êru ; sqêi a reont a bep tu ;
Renod a laz niz ar Roue, ha calz a re-all.


An Admiral.

Me a reonç a grenn d’am Profet Mahomet,
Mar tebràn tam ebet qen am bo en lazet.

Ar C’homt Amory.

Me ho ped, Admiral, ne zònjit qet en ze,