Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/403

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
393

Rac tromplet e vezot ma zit bete qeit-se.
Me bromet dêc’h certen, mar tostait outâ,
Penos ne vanco qet da zont sur d’ho laza.

An Admiral.

Nebon ne rayo qet, rac me viro outàn ;
Hac e ve brassoc’h c’hoas, ne ràn fors aneàn.

Renod ha Mogis a avanç da gombatti.
Renod a gri : Montoban !


Renod.

An diaoul d’am dougo, ma achap din nep den ;
Chom a rint var ar plaç da leusqel o c’hroc’hen.
Pa omp en em gavet, bremàn ni gombatto ;
Mar chom den en e za, a beziou m’en draillo.

An Admiral.

Ervat e parlantit. Mar gallit ober ze,
E vezot evurus eur vech en ho pue ;
Mes ni viro ouzoc’h eur seurt occasion,
Credit en assuranç se ebars ho calon.

Renod.

Montoban ! d’an assot, va c’hender qer, bremàn,
Evit ma vezo fin eus ar ganailles-màn.

An Admiral.

Allas ! me zo manqet, er güelet a ràn sclêr ;
Ennes ê sur Renod, ar vaillant Chevalier.
Clêvet e meus calz comz a Renod Montoban :
Me a ya da vont qüit ; ne chomin mui amàn.

Mont a ra varzu Tour David : ar Chomt Rams en poursu.


Mogis.

Ah ! payan milliguet, en em dromplet out bet ;
Te gonte n’em difen, hac e tec’hes bepret.
Harça-ta, va c’hender, hep dale davantach,
Grêomp dre oll anaout ez ê libr ar passach,
Evit ma vo gant joa en peb contre criet :
Gloar da Jerusalem ! cetu hi delivret.