Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/405

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
395

Abeurs Roue Thomas, zo en risc e vue ;
Ma ne deuit, Renod, d’en sellet a drue.

Renod.

Demp d’attaqi an Tour, ha neuze gant rêson,
Me zelivro Thomas qerqent eus a brison.

Renod ha Mogis a bign d’an tour.


An Admiral.

Dre zoue Jupiter, Thomas, c’houi zo eur zod,
A rêi eul lamp d’an traòn, ma n’êchui an assot.

Qemer a ra en gar ar Roue, hac er zav betec ar prênest.


Renod.

List ar Roue Thomas, hac ez oc’h libr timat
Ho taou baron ha c’houi da zortial var droat.

An Admiral.

Dre doue Mahomet, me dou ne rin qet se ;
Me ranc mont var va marc’h hac int o daou ive ;
Ma ne accordit din va goulen en pep tra,
Me lezo ar Roue d’an douar da goea.

Renod.

Eh bien ! be ho po ar pez a c’houlennet ;
Mes goude ma ho po ar Roue din rentet.

An Admiral.

Roue Thomas, c’houi zo qüittes ouzomp bremâ ;
Me ya bremàn em rout... Qen a vo ar c’henta.

————

Seizvet Dialog.

Mogis ha Renod.

Mogis.

Abers ar güir Doue, savit, Roue Thomas ;
Deut da Jerusalem ; an hent a zo sur bras.
Lazet ê Magaris, an den infernal-ze,
Memes an darnvuia eus a dud e arme.
Hit bremàn gant ho tud, hep nep difficulte ;
Chommet zo peadra en dilerc’h an arme
Evit recompanci ar re ze dommajet,