Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/406

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
396

Me rêi vad d’ar beorien, muia ma vo ellet.
Ne zeus manet hini eus ar Sarazinet :
Calz oute zo tec’het, mes muioc’h zo lazet.
Ar re a zo tec’het no deus casset gante
Nemet eun dra benac da zouten o bue.

Ar Roue Thomas a zisqen, a zaoulin, mes Renod a zav aneàn.


Ar Roue Thomas.

Beniguet vo Doue, p’en deus ar vadelez
Da zont d’am delivra dreizoc’h ha Mogis qèz.
Peneverdoc’h biqen ne vije delivret
Me na Jerusalem demeus ar bayanet.
Ha peoc’h oc’h eus ho taou gant Charlamagn bremàn ?

Renod.

Ia, Sir, evit se ez omp deut d’ar vrô-màn
Da visita Bez sacr hor Zalver beniguet.
M’hor boa en hon accord an dra-ze promettet,
Hac e fell din bremàn mont d’ober va dever ;
Goude me zistroyo, mar plij gant va Zalver.

Ar Roue Thomas.

Deut eta, Autrone, pa ê ho polonte,
Ha me ho cunduo da vont betec ar Be.
Deut ganén d’am pales, bremàn, va zaou mignon,
Da vit arc’hant hac aour en ho tiscretion,
Rac biqen, m’oc’h assur, na ellin ho pêa,
Hac e ven c’hoas cant vla o rên var ar bed-mâ.
Va c’horf ha va madou a zo dêc’h en antier ;
Dêc’h òn corf ha bue, ô daou nobl Chevalier !

Renod.

Ni zo deut d’ar gær-màn en güir belerinach,
Ha ne c’houlennomp qet nac arc’hant nac homach ;
Ne c’houlennomp netra digant ho Majeste :
Ni ho trugareca gant eur güir garante.

Ar Roue Thomas.

Deut ganén, me ho ped, d’ober colation,
Ha goude ni velo a betra vo qestion.
En em rejouissomp, Chevalierien vaillant,