Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/407

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
397

Da enori hor Mestr, Roue ar firmamant.
Cetu, Chevalierien, amàn eur vatimant
Pehini a meus bet da rêi dêc’h en presant,
Hac ho rento certen, gant peb seurt surete,
En nebeut a amzer ebars en ho contre.

Mogis.

Ni ho trugareca, ô Roue oll-buissant,
Demeus ho madelez ha deus ho patimant.
Doue d’ho qendalc’ho en ho prosperite ;
Ni ya da bartia gant bolonte Doue.

Ar Roue Thomas.

M’ho trugareca calz eus a greiz va c’halon.
Graç demp d’en em velet e lez Roue an trôn !
Ha mar ho pe biqen ezom eus va zicour,
Me rêi dêc’h asistanç enep peb adversour.

Ar Roue a zorti ; Renod ha Mogis a ya varzu ar môr.


————

Eizvet Dialog.

Renod ha Mogis var bord an nod.

Renod.

Cetu ni var an nod amàn en em rentet.
O Doue, va C’hrouer, m’ho ped, hor zicouret !
Monet var ar môr bras a zo demp danjerus :
Ni n’em recomand dêc’h, hor güir Zalver Jesus.

Daoulina a reont.


Ni a ro hor c’horfou d’an douar beniguet,
Hon ene da Zoue, güir Redemptor ar bed.
Eus a greiz hor c’halon ni ra ar beden-màn ;
Grit ma vo hor beach exant demeus a boan.

Mogis.

Ret e vo demp ervat entent eus an astrou,
Eus a bep seurt maleur hac eus an avelou,
Evit miret, allas ! na deufemp d’en em goll.
Rac se beomp soignus da evessât en oll.

Ar vatimant a ra hent.