Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31

N’hor boa grêt affer nêt anê antieramant,
Da zisqeuz da Charles ha d’e Dadou a Franç
Ne roàn câz ebet demeus e oll buissanç.

Trede Soudard Beuvet.

Assurit, va Autrou, voa insolant Lohier
Parlant eo ho presanç qen hardi, qen fier
Ha laza dirazoc’h unan ho soudardet
Ebars en ho qichen : terrubl voa effrontet.
Gouscoude me lavar eun dra zo güirione,
E voar bet calz re bront demeus an daou goste.
Evit maro Lohier certen en assuranç
A gousto o bue da galz a dud en Franç.
Brezelliou criminel a vo a bep coste,
Rac eun dra horrupl ê laza Mab eur Roue.
Me garje caout eur vrec’h torret en e antier
Ha ne vije qet bet lazet ar Prinç Lohier,
Rac evit ar Roue a greuffe gant furi
Qent biqen ma vanqfe da zont d’en em venji
Deus a varo e vab ; rac-se hoc’h assuràn
Ne vanqo birviqen brezel demp er vrô-màn.

Pêvarvet Soudard Beuvet.

Den vil hac execrabl ! t’em laqa en coler !
Terrupl sur e crenes, poeltron, evit da lêr !
Hac int zo davantach eguedomp ? miserabl !
Qig ha goad int ive, qementse zo güiabl.
Rac-se me gred ive n’o deus netra da goll
Nemet eur vue simpl evel o deus an oll,
Hac ec’h ellont bea qercoulz ha ni lazet,
Gant o oll gourdrouzou, o c’houraj diremet.
Terrupl e vijemp lach ha tud hep tam calon,
Souffri hor massacri en evelep fêçon,
Ha laza darn ho tud en ho presanç ganto.
Ne zeus den pa denner e vlêo sur ne zanto.
Rac-se, Autrou Beuvet, na vet gant se poaniet ;