Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/412

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
402

Da ober pinijen demeus va goal vue,
A meus bet tremenet oc’h offanci Doue.
Homàn ê an eil güech da zont da guimiadi :
Me a lavar bremàn adieu da bepini
A zo eus va zelaou hirio bars er plaç-mâ :
Graç demp d’en em velet er pales eus ar joa.

Renod.

Ia, va c’hender qèz, goude fin hor bue,
Graç demp d’en em velet en barados Doue.
Me yêlo eveldoc’h da ober pinijen,
Pa em bo eun nebeut instruet va mibien.

En em bocat a reont, hac e sortiont.
Renod hac e vugale a antre.


Renod.

Harça, va bugale, p’omp amàn assambles,
E meus c’hoant e yafec’h prest da Baris expres
Da gavet Charlamagn, ma teufet d’er pedi
Ma vec’h Chevalierien, mar car oc’h accepti.
En em wisqit eta eus hoc’h habijou caer,
Evit caout prestanç vat dirac an Impalaer.
Me royo dêc’h calz aour hac ive calz arc’hant,
Mes o implijit mat evel güir dud prudant,
Douguit bepret respet an eil da eguile ;
Teulit plê ne deufec’h biqen da barlant re ;
Ma vec’h babillerien, e credo ar gomtet
N’oc’h qet evel ho tad, memes hoc’h eontet.
Lavarit d’ar Roue da biou oc’h bugale,
Hac ho recevo mat certen e Vajeste.

Yonet.

Va zad, n’em em nec’hit demeus a guementse,
Ni rèyo pep tra oll ervat, gant graç Doue.

Renod.

Adieu ta, va mibien, me reqet dêc’h calz joa.

Emonet.

Qen a vo, va zad qèz ! ni ya da bartia.

Partial a reont.