————
Unnecvet Dialog.
Ar Roue hac e suit a antre dre eur penn. Bugale Renod
dre eur penn all, hac a zaoulin dirac ar Roue.
Emonet.
Sir, ô va Ampereur ! Doue d’ho conservo
En peoc’h hac en yec’het betec heur ho maro ;
Da rêi dêc’h oll buissanç, prosperite bepret,
D’ho Princet, d’ho Comtet, coulz ha d’ho Paronet.
Ni zo deut ho pete, Ampereur souveren,
D'ho pedi d’hon receo, Sir, da Chevalierien,
Ni a ra offr dêc’h, Sir, demeus hon oll bouvoar,
Da renta dêc’h servich atao evit ho cloar.
Charlamagn.
Piou oc’h-u, Autrone ? lavarit, me ho ped :
Tud a galite oc’h, herves ouz ho qüelet.
Emonet.
Ampereur Charlamagn, me lavar dêc’h hep poan,
Omp bugale Renod demeus a Vontoban.
Charlamagn.
Savit prim en ho sa, ô va daou buguel qèz !
Digüezet mat ez oc’h certen bars em pales.
Penos a ra ho tad ? lavarit-se din-me ;
Hac én zo yac’h atao hac e vreudeur ive ?
Yonet.
Ia, dre c’hraç Doue hac e Vam ar Verc’hez :
En em recommandi a ra d’ho madelez.
Charlamagn.
M’ho crêi Chevalierien, abalamour d’ho tad,
Rac bea ê eun den hac a garàn ervat.
Hac abalamour dêc’h me a rayo re all,
Dre ma oc’h tud vaillant hac eus ar goad royal,
Olier, Nêm ha Roland a deu da bocat da vugale Renod.
Roland.
Lavarit din, m’ho ped, Yonet hac Emonet,
Hac én zo yac’h ho tad ha dispos mat bepret.