Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/421

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
411


Emonet.

Mar dout savet er za, me bromet hep dale
Ne vànqin qet d’as cass d’an douar adare.

En tizout a ra qen en discar c’hoas d’an douar.


Constanç.

Emonet, va mignon, lèz ganén va bue ;
En em renta ràn did : dal... qemer va c’leze.

Emonet a receo e gleze, hac e lavar :

Pa out en em rentet, me ro did ar vue ;
Mes deus ganén ractal da gavet ar Roue.

Sortial a reont.


————

Pêvarzecvet Dialog.

Charlamagn, Emonet, Yonet, Constanç ha Rohars.

Emonet.

Cetu Constanç amàn, Ampereur ha Roue ;
Grit dioutàn bremàn herves ho polonte.

Charlamagn.

Manific ê sur ze, Emonet, mignon qèz :
Pa zalc’hin eguile, vint crouguet assambles.

Emonet.

Ah ! glouton fall Rohars ! te ranc mervel ive ;
Me ya da treanti bremàn gant va c’hleze.

Yonet.

Ne reot qet, va breur, rac me fell ive din
Bea trec’h var emàn, veldoc’h var hoc’h inin.
Pa guerfot-ta, Rohars, ni gommanço ive,
Rac naon demeus ho qig e deveus va c’hleze.

Rohars.

Coulz ê commanç bremàn, mar dout eur pot capabl ;
Me ya da zisqeuz did, mar gallàn da attrap.

Sqêi a ra eun tol ; mais Yonet a bar aneàn.


Yonet.

Manqet bras out, Robars, mes me a tivanco,
Rac bremàn, hep nep manc, me ac’h extermino.