Me rêyo did santout ar boez demeus va lanç, Yonet er sco hac en discar ; Rohars a zao hac a lavar : Me en rento dêc’h sur, n’ho peit qet a nec’h : Yonet. N’en dòn qet touchet c’hoas ganêch-u, camarad ; Trec’hi a ra e vrec’h clei deàn. Rohars. Va Doue ! ho peit true ouz va ene ; Yonet. Ha te halvo va zad traitour eur veach-all ? Trec’hi a ra e benn. Emonet. Pa omp victorius, demp bremàn-ta, va breur, Yonet d’ar Roue. Petra a zònj dêc’h, Sir, hor be c’hoas da ober ? Charlamagn. Netra, va mignonet : grêt oc’h eus ho tever. Mont a reont da bocat d’o zad. Renod. Me rent graçou bremàn d’hor güir Zalver Jesus, Emonet. Dre c’hras Doue, va zad, ez omp bet preservet. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/422
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412