————
Pemzecvet Dialog.
Renod hac e vibien a êru en Montoban; Renod a lavar :.
Harça, va bugale, pa omp er guêr rentet,
Em be c’hoant, m’hoc’h assur, dont bremàn da zonet
Da rêi dêc’h-u gant joa amàn evit partach
Loden eus va madou, hep gortos davantach.
Da Yonet e roàn Dordon, hep nep seurt poan ;
C’houi, Emonet, ho po castel caer Montoban.
Va bugale, me meus grêt calz a valeuriou ;
Pinijen a vàncàn ober d’am pec’hejou.
Me a ya d’ho qüittât, hep nemeur a zale ;
Calz a boan a ra din pa zònjàn qementse.
Yonet.
Ne gredàn qet, va zad, ho pe ar volonte
Da zont da zilezel bremàn ho pugale.
Chommit ganemp er guêr evit hon asista ;
Ho presanç, va zad qèz, a rafe demp calz joa.
Renod.
Tavit, va bugale ; ne gomzit qet a ze :
Ne vin qet maleürus, credit mat an draze.
Emonet.
Demp eta, va zad qèz, bremàn da reposi.
Chommit ganemp er guêr, hac e vimp dizourci.
————
C’hoezecvet Dialog.
Renod e-unan, güisqet gant eur zê, hac eur vas
en e zorn, en em bresant dirac dôr qær. Eur Porcher.
Renod.
Digorit din an nôr, mar plij ganêc’h, Porcher,
Rac c’hoant a meus bremàn d’ellout tremen dre guær.
Ar Porcher.
Pelec’h e zit-u-ta ? lavarit, va mignon ;
Laqait eves mat, rac calz zo a laeron.