Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/425

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
415


————

Seitecvet Dialog.

Ar Vaçonnerien, o sevel eun ilis da Zant-Pêr, en Cologne.

Ar C’henta Maçonner.

Hastomp-ta labourat, me ho ped, va zud qer,
Ma vo savet buan eun ilis da Zant Pêr,
Rac crén ê al labour ebars er moment-mâ,
Hac hon eus eun ti c’hoas d’ober er mis qenta.

Renod a êru, hac a zaoulin dirac an Auter-Vras. Neuze e ya
da gaout ar Mestr Maçonner, hac e lavar deàn :


Salud dêc’h humblamant, Autrou Mestr Maçonner ;
Me garfe labourat evit ilis Sant Pêr.

Ar Mestr Maçonner.

Hit eta, va mignon, pa fell ze dêc’h bremàn,
Da zicour ar-reont da zigass mein amàn.

Renod.

Va Mestr, ne fachit qet demeus an dud qès-se ;
M’en qerc’ho va-unan : crén avoalc’h òn da ze.

Ar Mestr Maçonner.

Ma n’eus den d’ho sicour, e chommo aze c’hoas ;
Hac n’ouzoc’h qet michanç ê ar men ponner bras.

Renod.

Mar fell dêc’h ve rentet bremâ-zouden aze,
Me a ya d’e guerc’hat, dre ar c’hraç a Zoue.

Ar C’henta Maçonner.

Ia zur, va mignon ; tachit-ta d’en digass,
Rac preparet e meus deàn amàn e blaç.

Renod a zoug ar men.


Ar Mestr Maçonner.

C’houi zo sur crénva den a meus güelet biscoas ;
C’houi zo leun a gouraj ha demeus a nerz vras
P’och eus gallet douguen eur men qer bras amâ :
Pêvar zo bet dija, mes n’oant qet evintâ.
Demp bremàn, mignonet, hep nep damant ebet ;
Pa ê êru ar men, ez omp oll divorc’het.

An Darbarerien a êru.


Ar C’henta Darbarer.

An den bras-se a zo qer crén hac eul leon :
Ober a ra pep tra en dezir e galon.
Qement ra a labour vel ma rafe pemp den,
Ha ne blij den d’ar Mestr nemetàn hep mui-qen.