Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/427

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
417

Rac nê qet apropos en lezel seul bremâ :
Ret ê d’eure benac hep fot en asista :
Rac-se ni ya den heuill, auditoret christen :
P’er güelimp arrêtet, vo êchu an termen.

Pa voe êru ar c’har en Croin, ec’h arêt.
An Arc’hescop a guntinu.


Bremàn, p’ê arrêtet, me ho ped, Autrone,
Dizoloit e visach, ma vo güelet piou ê.
Mar galler e anaout, e vo ret demp scrifa
D’e dud d’en em renta hep nep dale amâ.

An Eil Baron a zizolo e visach hac a lavar :

Me gred ne anav den sur aneàn amàn ;
Seblantout a ra din n’ê qet eus ar vrô-màn.

Serri a rêr dorojou an ilis varnàn.

.
————

Nontecvet Dialog.

Breudeur Renod a êru en qichen eur Feunteun.

Richard.

Bremàn pa omp eta d’ar feunteun-màn rentet,
Arrêtomp eun nebeut da derri hor zec’het ;
Entretant, marteze, ni hor bo ar boneur
Da glêvet qêlou mad eus a Renod hor breur.

Eur Pelerin a dremen, ha Richard a guntinu.


A belec’h e teuit, va mignon qèz Doue ?
Ha c’houi voar eur c’hêlou benac eus a neve ?

Ar Pelerin.

Deus an Alamagn ê e teuàn, va mignon,
Eus ar guaer a Groin, en qichen qær Cologn :
Eno e meus güelet calz eus a viraclou
Grêt gant eun den maro, dre nerz e vertuziou ;
Ma lavare an oll voa eur geant certen,
A voa bet darbarer gant ar vaçonnerien,
Ennes a voa eun den demeus ar vaillanta,
A zougue qeit ha deg demeus ar re grénva.
Mestr ar Vaçonnerien voa contant aneàn,
Mes an darbarerien a voa jalous ountàn,
Ha neuze entreze qerqent e cònclujont
Da zont prest d’en laza, hac ober a rejont ;
Ha goude er stlapjont ebars en eur rivier :
Chom a ras var gore, dre viracl, ze zo sclêr.
Eur sclêrijen a zao endro d’ar c’horf santel,