Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33

Da lavarat eun dra a meus clêvet bremàn ;
Aon am be n’am blamfec’h, ma noc’h avertissàn.
Biscoas ne voe güelet eun arme qer ponner
Evel ebars en Franç bremàn a zestumer
Gant ar Roue Charles evit ho tistruja.
Rac-se bet preparet da resista ountâ ;
Rac an Tadou a Franç, pepini aneze,
Zo commandet deàn espres gant ar Roue
Pourvei oll sicour pep den en e gartier,
Evit venji varnoc’h maro ar Prinç Lohier.
Richard a Normandi a zigaç Normantet ;
Ar Roue Salomon a zigaç Bretonet ;
Oger-Danoa ive a ro e varqisien,
Hac anfin, pepini a bourve e vanden
D’en em unani oll gant ar Roue a Franç,
D’en em venj diouzoc’h gant calz a violanç.
Qement-màn a zo güir, Autrou an Duc Beuvet :
Ne lavaràn netra ne veler an effet.

Beuvet.

Me renonç d’ar Roue ne ràn fors dioutâ.
Orsus eta, va zud, ret ê apparissa,
Pourve dê saladen abars ma vint êru,
A vo assêsonet a bebr ha güinêgr ru.
Ret e vo dêc’h bremàn, c’houi va daou dijentil,
Ober prest em reqet peb a veach util.
It ho taou deus va feurs da gavet va breudeur,
Da zupplia anê dre c’hraç ha dre faveur,
Penos mar pretantont e vezimp mignonet,
E pedàn aneze da bourve tud armet,
Ha dont da Egremont neuze gant dilijanç
D’am zicour da repous ar Roue deus a Franç.
Me ho ped, c’houi, Regnier, dre ma oc’h va mignon,
Da vont bete va breur Gerard a Roussillon,
D’ober deàn compren ebars en langach bêr,