Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36

Ar servichou fidel a meus deàn rentet :
Elevet òn gantàn ebars en dignite,
Dign demeus va merit ha va c’hapacite.
Rac-se, Chevalierien, me a ro dêc’h avis,
E meus bremàn dezir da vont bete Paris,
Da renta d’ar Roüe va homach ha respet,
Rac biscoas, m’en toue, n’em boe brassoc’h souet
Evel hirie an de da rêi deàn sicour
Da zont d’en em venji demeus e adversour.

Qenta Chevalier Gerard.

Duc nobl ha puissant, mar oc’h eus bolonte
Da vont bete Paris, ni a yêlo ive ;
Rac me a bromet dêc’h mar doc’h demeus a grat
Da zicour Charlemagn, c’houi a vezo deut mat ;
Rac be en deus bremàn eun terrupl enemi,
Ha ne vanqo biqen da zont d’en em venji
Eus aneàn certen ; mes ne voc’h qet hep nec’h :
Adversour ar Roue a zo eur mignon dêc’h.

Gerard.

An nep zo adversour d’am Prinç ha d’am Roue,
Me bromet dêc’h ervat a zo din-me ive.
Lavarit din piou ê, hep arrêti pelloc’h...

Ar C’henta Chevalier.

Cetu êru eun den a lavaro amploc’h.

Regnier, Ambassadour Beuvet.

Salud, Autrou an Duc Gerard a Roussillon.
Me zo deut d’ho cavet, mes nonpas hep rêson,
Abeurs ho preur ena an Autrou Duc Beuvet ;
A rent dêc’h dre ennòn e enor ha rêspet,
Pehini ho suppli, gant peb civilite,
Mar oc’h eus evitàn bremàn nep carante,
Da ober dilijanç da bourvei tud armet,
Ha dont da Egremont prontamant d’e gavet
Evit e asista ebars en eun affer