N’am bije ’n ardisson da zont d’en em avanç
Da zisclêry va avis var ar pez a larjec’h :
Hoguen bremàn, Autrou, me a anzavo dêc’h
Penos ne gredàn qet digueri va guinou
Da lavarat netra dêc’h var ar seurt qêlou.
Difficulteou bras zo deus a bep coste ;
Eun dra choqant bras ê laza mab eur Roue.
Neuze an Duc Beuvet a zo ho preur ena,
Hac ec’h ellit ive rêi asistanç deâ.
Troublet ê va speret pa sònjàn en affer :
C’houi voar güell eguedòn petra zo da ober.
Ar C’henta Chevalier.
Mar oc’h eus vit ho preur, Autrou, nep carante,
Sicourit aneàn en e necessite,
Hac e rêi evidoc’h qement all goude-ze :
An Duc eus a Nanteuil en em gavo ive.
Gerard.
Alòn eta, va zud, en em rezolvomp pront
Da vont bremâ-zouden entrezec Egremont :
Pa dlefe ar veach coustout din va bue,
Oblijet òn d’am breur mui eguet d’ar Roue.
An Eil Chevalier.
Demp-ta, Autrou an Duc, poc’h en em resolvet ;
Ni zicouro fidel an Autro ’n Duc Beuvet.
————
Unnecvet Dialog.
An Duc Gerard a ya da Egremont gant e arme.
An Duc a Nanteuil ha daou Varon.
Nanteuil.
Me zo Duc a Nanteuil, puissant bras em c’hontre,
Hac a ell assuri ebars en güirione
On deus ar re guenta a zo ebars en Franç,
Qen demeus a ligne evel deus a buissanç.