Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42

Onnes zo eun affer noazus en assuranç,
A gousto o bue da galz a dud en Franç.
Puissant ê ar Roue ; mes, hep dont d’e flatal,
Va breur a zo ive demeus ar c’hoste all.
Mar en em unanomp gant ar Roue Charles
Da gombatti va breur, e ve demp calz a vez ;
Mar sicouromp Beuvet a enep ar Roue,
E vimp adversourien deàn hed hor bue :
Hoguen, evit miret na vimp qet tamallet
Demeus a nep coste, e meus bremàn sònjet
Penos e ve mat demp monet bremàn d’ar guêr,
Ha ne sourcifomp qet en nep tra en affer.

Renod.

Va zantimant, va zad, zo control d’hoc’h ini ;
Rac me a bretant mont, hep camet arrêti,
Bremâ-zouden vantan entrezec Egremont,
Demeus va oll pouvoar da zicour va eont
A enep ar Roue hac an Tadou a Franç,
O deus eur vepris vras evit hon alianç.
En pales Charlamagn é zeus Chevalierien
Hac a verit bea hanvet sur traitourien ;
Calz a valiç o deus, er fêçon ma comzont,
Ouz va eont Beuvet, Duc eus a Egremont ;
A gonseill ar Roue da rêi brezel deàn ;
Mes m’o recompanço eur veach, m’ar bevàn.
Rac-se-ta, va breudeur, mar oc’h eus carante
Evidòn eun nebeut, en em armit hirie ;
Sicourit va eont er seurt occasion :
Poent ê demp temoigni penos hon eus calon.
Me zispenfe va c’hig va-unan gant va dent
Quent eguet ma vanqfen da zicour va c’herent.

Emon.

Oh ! va mab qer Renod, ha possubl ve penos
E ve c’houi ar c’henta a drouplfe va repos ?