Gerard.
Bonjour dêc’h, Autrone, gant eur güir amitie.
Nanteuil.
Me a reqet dêc’h oll pep seurt prosperite.
Beuvet.
Deuet mat, va breudeur, ra veoc’h oll em zi,
Me ya da boqat dêc’h a hini da hini.
Ne douetàn qet penos oc’h eus oll ententet
Petra ê ar sujet ma meus ho qemennet.
Ar Roue Charlamagn a zonj er veach-mâ
Hep nep remission donet d’am distruja ;
Hac evel, va breudeur, ma ouzoc’h oll ervat
Omp ganet eus eur vam hac eus eur memes tad,
E tleomp n'em zicour en pep occasion :
Me gred ec’h ouzoc’h oll a betra ê qestion.
Gerard.
En em zicour a dleomp, me a voar ervat-se ;
Mes re outrajus voec’h, ze a zo güirione.
Evit ar Roue Franç da c’houlen diganêc’h
An tribut, an homach, ne voa qet dleet dêc’h
Dont da laza e vab dre eun transportamant ;
Hac ober davantach, evit eun decrimant,
Da bêvar Chevalier renta deàn e vab
Er guis-se massacret : an dra-ze voa chocab.
Ne qet c’houi a bretant rêi brezel d’ar Roué ?
Calz a draou a zo c’hoas da lavarat var ze.
Oc’h-unan e zoc’h test demeus ar victoriou
En deus bet goneet en calz a brovinçou.
Ar Roue deus a Franç zo eun den redoutet :
Cavet affer outàn n’en dê qet tra êzet ;
N’en domp netra deàn, m’el lavar evit güir,
Mui eguet cleze coat en qichen unan dir.
Beuvet.
Ha possubl ve, va breur Gerard a Roussillon,