Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46

E ve êt var da gorf eur c’hroc’hen a boltron !...
Me voar ervat e meus grêt eun tol follente
O veza em c’holer lazet mab ar Roue ;
Mes den n’en em chocje assur qerqent ha c’houi,
Ma vije cannet dêc’h eur seurt iffronteri
Evel a souffris-me deus an dud arrogant
Bars em pales memes, ha tud va lez presant.
Va zrêti a goqin ha calz injuriou c’hoas,
Laza unan va zud memes dirac va faç !
Ha ne gavit-u qet e voa poent din disqüe
Penos em boa eun dra eus a autorite ?
Ne zeus grêt din netra na vo grêt qercoulz dêc’h :
Mar beit re jentil, maleur a vo ganêc’h ;
Ha ma n’am zicourit er seurt occasion,
Me bedo ar Sultan demeus a Vabilon
Da rêi din asistanç ebars en affer-mâ,
Ha ne vin oblijet dêc’h demeus a netra.

Nanteuil.

Güir ê sur a lavar va breur an Duc Beuvet :
Mar beomp re jentil, ni a vo goal drêtet
Gant ar Roue a Franç en lies fêçoniou, j
Ha tolet var hor c’hein nombr bras a druachou.
Güir ê sur ar Roue zo eun den redoutet,
Mes nonpas evitan, mes vit e sujedet.
Piou a ampech al lestr da zont da berissa,
Nemet ar pilot mat pehini zo ennâ ?
Piou en deus difennet ar Roue Charlamagn
Ne zê bet surmontet ebars en Allamagn ?
Hac er brezelliou oll en deus antreprenet,
Piou, muyoc’h eguedomp, en deus er zicouret ?
Ni n’eus er zicouret en güir Chevalierien,
Hac e zomp ar penn-caus mar toug eur gurunen.
Ha bremàn ne ra demp bepret nemet outrach,
Hac e teu d’hon trêti evel pa vemp tud lach,