Ha tud n’o defe qet rentet servich deàn !
Rac-se me lavar dêc’h en güirione amàn,
Mar en em zicouromp fidél evel breudeur,
N’hon eus qet a affer da douja ’n Ampereur :
Ni rêi brezel deàn, daoust de oll gourdrouzou ;
Ni a voar coulz hac én exerciç an armou.
Gerard.
Me ne ziferàn qet da rêi sicour d’am breur ;
Gouscoude e meus aon na glasqomp hor maleur.
Beuvet.
Courach, va breudeur qer, ha c’houi va mignonet ;
Ni repousso Charles, daoust ma ê redoutet.
Demp d’en em divertis, da eva, da zebri,
Ma hor bezo courach pa vo ret combati.
————
Pêvarzecvet Dialog.
Ar Roue hac e suit gant an instrumanchou brezel.
Ar Roue.
Me lavar dêc’h, va zud, Princet ha Baronet
E varvàn gant chagrin hac impaciantet,
En defot na ellàn teuler va oll goler
Var an impi Beuvet, muntrer va mab Lohier :
Rac m’er promet deàn, mar dòn Roue en Franç,
Ma na ràn er staga en croug ouz eur potanç,
Potramant me rêya ma veo diframmet ;
Evit disqüel exempl dre oll d’am sujedet.
Isakar.
Qement hac a fell demp, Ampereur redoutet,
É dont d’en em venji deus hoc’h enemiet ;
Gant impaciantet e c’hortoemp an de
Ma vijec’h, va Roue, en ho comodite
Da ober d’hoc’h arme qerzet da Egremont,
Betec an Duc Beuvet, den vên ha divergont,