Rac-se, sònjomp ha ni a antreo fete,
Pe ni a c’hortoyo var c’hoas eus ar beure.
Bertelot, Niz ar Roue.
N’en dê qet enorabl, Ampereur redoutet,
Labourat en traitour ouz an enemiet ;
Me ve güell calz ganén caç eun ambassadeur
Betec an Duc Beuvet hac ive e vreudeur,
Evit o defia a beurs ho Majeste
Da lavarat dêze en bref ho polonte.
Charlamagn.
Va niz qêr Bertelot, c’houi gomz evel eur breur ;
Rac-se ho teputàn evel Ambassadeur
Da vont bete Beuvet, ha lavarit deàn,
Hep ober complimant, penos en defiàn ;
Anfin penos òn deut ar vech-màn da laqat
Ar pave en e guær da ruia gant ar goad.
Bertelot.
O Ampereur puissant ! pa ê ho madelez,
E rin ar veach-se, ha ne vanqin james
Da laqat ho tezir en execution.
Me ya eta var-ze bars em c’homission.
Me meus ive c’hoant bras pell-zo deus a amzer
Da venji var Beuvet maro ar Prinç Lohier.
Adieu dêc’h, va Eont, ha c’houi, Tadou a Franç,
Me rento dêc’h respont ebars en dilijanç.
Charlamagn.
Ha ni en em dennomp ebars er fobourjou,
Vit en em rafrechi ha dressi hon armou.
Sortial a ra gant e suit hac e arme.
Fin an Act Qenta.