Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/61

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51



EILVET PROLOG.

————


Auditoret parfet, carguet eus a brudanç,
Pa velàn ac’hanoc’h o terc’hel ar silanç,
Me ya da zisclêry dêc’h an Eil Act en Histor :
Bezit oll attantif, me ho ped gant enor.

Charlamagn a eure e oll dilijanç pront
Da attagi Beuvet ebars en Egremont.
Oh ! na pebes combat a voe er memes plaç !
Eno gant goad an dud e ruye ar yeot glas.
Anfin, an Duc Beuvet dre ma ê qer coupab,
A bromet d’ar Roue repar maro e Vab,
O tont d’e servicha gant daou-c’hant den armet ;
Cetu var guementse an accord concluet.

P’oe êru an termen, e teu an Duc Beuvet
Da ober pourveanç demeus a dud armet
Evit mont da Baris oboissant ha prest,
Hoguen arrêtet voe dre eur maleur funest.

Ret ê ec’h ententac’h conseillou ar Roue
Voa neuze composet demeus a ziou ligne :
Eur rum a voa anê qerent d’ar Rouanez,
Certen tud avius ha leun a draitourez ;
Hac ar re all a voa qerent d’an Duc Beuvet,
Hac vel Tadou a Franç e voant calz redoutet.
Ha ma voe jalousi entre an diou ligne,
Da c’hout piou voa ’r muia en speret ar Roue,

Qerent ar Rouanez, Fouqes ha Ganelon,
Ha calz eus a re all eus un ompinion,
A inspiras Beuvet, pa voa en hent o tont,