Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55

Ouz ar Roue Charles hac an Tadou a Franç :
Ret e vo izellât dêze o arroganç.

Gerard.

Mar credit va avis, bremàn, va breudeur qèr,
Ne lesfomp qet anê da dostât re d’ar guêr,
Rac na dolfent enni nep seurt tân artifiç :
Leun int a draitourach ha carguet a valiç.
Pa omp oll rezolvet, beomp ive hardi :
Digoromp ar porz bras ha greomp eur sorti ;
Attaqomp aneze en o favillonou :
Nep qartier d’an dud fall leun a drahisonou.

Beuvet.

An avis-se zo mad : ret ê ’n executi ;
Rac-se-eta, demp prest da glasq hon enemi.

————

Eilvet Dialog.

Beuvet hac e suit a ra an dro var an theatr,

 hac ec’h eont da gaout ar Roue Charlamagn

 hac e arme, evit livra combat dê.

Charlamagn.

N’ouzòn qet, Autrone, hac én ve bet qer sot
An arrogant Beuvet da laza Bertelot ;
Terrubl òn glac’haret pa n’er güelàn ari.
Mar dê bet qer cruel da vassacri va ni,
Me deuy da exerci ar brassa crueldet
A voe biscoas güelet, var ar muntrer Beuvet...
Mes me er güel e tont... Eh bien-ta, va niz qer,
Petra-ta a lavar Beuvet, an den fier ?

Bertelot.

Fier sur, va Eont, ez ê an Duc Beuvet ;
Biscoas n’em boa güelet eun den qen revoltet ;
Me zònje e crevje gant furi var ar plaç.