Qer bras voa e goler hac ive e odaç,
Ma ê bet commancet qement d’am gourdrouzi,
Ma credàn e carje va mouga vel eur c’hi.
Lavaret en deus din evit conclusion,
Ne ra câz ac’hanoc’h ebars en nep fêçon.
Cetu, va Eont qer, petra ê va beach :
Biscoas ne meus güelet sur eun den qer sovach.
Charlamagn.
Ne zeus qet a voyen, me a vel ze ervat,
Nemet dre ar maro da zonet d’en douçât ;
Rac-se n’em zicouromp fidel, va mignonet,
Rac me glêo e arme o tonet d’hor c’havet.
Beuvet hac e arme a antre, hac ec’h eont d’en em renji
en eur penn eus an theatr, ha Charlamagn
gant e arme en em renj vis-a-vis.
Oger-Danoa.
Arrêtit, arrêtit, poeltronet didalve :
Mac’h avancit eur paz, ê grêt eus ho pue.
Gerard.
Ah ! var ho correguez e zefoc’h, Francisien :
C’houi zo deut er vro-mâ da leusqel ho croc’hen.
Charlamagn.
Ah ! Beuvet orgouillus, piou en dije credet
E teujes-te biqen da droubli va speret !
M’em boa da elevet ebars en dignite,
Hac em boa evidout bepret bet carante ;
Gouscoude e velàn out bet qen dinatur
Da drempa da zaouarn en goad va c’hrouadur !
Pignet ê bete ’n ên goad pur va mab Lohier,
Evit crial venjanç a enep did, muntrer !
Evel ma en deus grêt goechal goad eun Abel,
Pa voe massacret gant Caïn, e vreur cruel.
Ne oufes qet miret da vea condaonet ;
An ên deu da condaon hac ive tud ar bed ;
Rac-se e pretantàn, hep offanci Doue,