Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57

Dont sur d’en em venji demeus da gruote.

Beuvet.

Traou a lavarit, Sir, hac a zo inutil ;
Mes mestr oc’h var ho têod, qementse zo facil.
Lavarat a ellit qement hac a guerfet,
Mes me a zisclêry dêc’h dirac va Baronet,
M’en devije ho mab comzet din gant prudanç,
Ne vije êruet gantàn sur nep offanç ;
Hoguen, elec’h goulen diganén an tribut,
E teuas d’am gourdrous gant calz re eus a vrud,
Ha laza deus va zud evit va disfia.
Ha ne gavit-u qet e voa poent din facha ?
Lazet e meus ho mab, franchamant m’en anzav,
Nonpas dre draitourach, mes lealdet anav :
Coulz e rajen d’un all, n’en dòn qet eur flater,
M’am tretje er fêçon ha ma eure Lohier.
Rac me zêbrfe va c’hig hac a vrêvfe va fenn
Qent ma teufen da souffr ac’hanoc’h birviqen
Da exerç em andret qement a grueldet
Evel a rit bemde var calz ho sujedet.
Güir ê sur, Charlamagn, c’houi zo en Franç Roue ;
Hoguen ni a zoug c’hoas, ha va breudreur ha me,
Partout dre hor c’horfou mercou an tolliou lanç
Recevet vit souten ho curunen a Franç ;
Hac evit recompanç da venteni ho stat,
E fell dêc’h hon laqat pave dindan ho troad !
Mes mar oc’h eus dezir dont da denna venjanç
Eus a varo ho mab, noc’h eus nemet commanç :
Me a zo preparet, hac oh tisfi ive,
Da dostât diouzin demeus hed va c’hleze.

Oger-Danoa.

Ha possubl ve, Beuvet, ha c’houi rentet cablus,
E vec’h c’hoas qen hardi da gomz qen orgouillus !
Ret ê, herve ’ velàn, disqüel dêc’h sclêr ho fot.