Richard a Normandi.
Commanç a ra dija biannât ar vanden.
Nanteuil.
Ni ho recompanço a ze bremâ-zouden.
Allòn eta, va zud ; mar deus hini am c’har,
Laqit e adversour pepini d’an douar :
Me meus laqet unan da c’hourve var ar plaç.
Laza ra trivet Ecuier ar Roue.
Gerard.
Ha me laqay eun all evit bevanç d’ar chaç.
Bremàn hon eus pêet ac’hanoc’h, Francisien ;
Noc’h eus qet goneet netra oll bete hen.
Laza ra pêvarvet Ecuier ar Roue.
Charlamagn.
Courach oll, Autrone ; redoublit a venjanç,
Rac me a vel e chom ar victor en balanç.
Ma na vemp evite, e collin va sqient.
Regnier.
Ni rêi dê perissa, pa ve qeit all o dent.
Oger-Danoa.
Courach, camaradet, hac e vomp evite.
Beuvet.
Nebon, mar c’hoezomp-ni, e vo tom dêc’h ive.
Ententit, Charlamagn, daouest d’hoc’h oll furi,
Cetu ni pell a zo dija e combati,
Hep juji ar victor demeus a nep coste :
Echuomp ar gombat qen a vo goude-ze,
Hac en em gavimp oll varc’hoas ar beure mat
Da gommanç a gaeroc’h adare ar gombat ;
Pe ma noc’h eus qet c’hoant da guemeret repos,
Ni a guntunuo etre pado an nos.
Charlamagn a êchu ar gombat, hac a lavar :
Amzer avoalc’h hon eus en de da gombati ;
Rac-se eta, Beuvet, ne vo qet a fazi