E pardonas d’an nep en laqas d’ar maro :
Oc’h imita Jesus, Sir, ni hon eus esper
E pardonfot d’am Mestr maro ho mab Lohier.
Charlamagn.
Tec’hit dirac va faç ha na zaleit qet ;
Ne qet êz pardoni eun hevelep torfet.
Me ya da gonferi gant an Tadou a Franç
Touchant an affer-ze a zo a gonsecanç.
Fosson.
Pa gommandit demp, Sir, ni ya d’en em denna.
Adieu a lavaromp... Qen a vo ar c’henta.
Charlamagn.
Petra lavarit-u bremàn, va oll dud qer ?
Evit an Duc Beuvet oc’h ober ar fier,
En deus c’hoant ar vech-màn d’en em humilia.
Petra meus da ober ?... Lavarit din bremâ.
Mes den ne lavar guer... Mud oc’h-u. Autrone ?
Roit din cuzul vad, pa meus necessite.
Nêm.
Pa velàn ar re-all o telc’hel ar silanç,
E meus c’hoant, impalaer, da zont d’en em avanç ;
Da rêi dêc’h va avis var sujet qementse :
Pardon mar parlantàn gant re a liberte.
Güir ê, an Duc Beuvet a zo bras e furi,
O caout an insolanç qement d’oc’h offanci ;
Rac e rafec’h assur eur graç particulier
O pardoni deàn maro ho mab Lohier ;
Gouscoude e carfen donet da gonclui,
Mar ho pe madelez, ô Sir ! d’am permetti,
E recefac’h en graç Beuvet hac e vreudeur ;
Balamour da Zoue, m’ho ped, va Ampereur.
Credi a ra din, Sir, e ve an accord-se
Avantajus meurbet d’an eil ha d’eguile ;
Rac ne gafet ligne en rouantelez Franç